Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
emgann kergidu

esa her c’has da Vro-Zaoz, en eur lakaat ho buez hag ho danvez e riskl evithan, rak ma vichent paket, n’o doa nemed ar maro da c’hortoz ; ho madou a viche eat gand ar republik, pe, evel a lavaret neuze, gand an nasion, hag ho gragez hag ho bugale o diviche ranket mont da glask ho boued dre an hentchou. An daou zen-ze oa ar c’habiten Jaouen, euz Graeok, hag ar c’habiten Kivoron, euz ar Vourc’h. Ar c’habiten Jaouen, nevez distro euz a Vourdel, a ioa he lestr e porz Brest, o c’hedal karg da vont enn tu-bennag ; mez ar garg-se ne deue ket buan, rak, neuze kerkouls ha breman, pa vez trouz ha dispac’h er vro, pep hini a zalc’h tost d’he arc’hant. Enn dro-man avad ec’h en em gave an traou evit ar guella. Ar c’habiten Jaouen a ioa er gear, er C’hraeok, azezet e kichenn an tan o kaozeal gant Mari-Jann Kerebel, he c’hrek, pa en em gavaz enn ti ar c’habiten Kivoron. Araok lavaret ger e selle a gleiz hag a zeou evit gouzout ha n’oa den ebed a re enn ti. Mari-Jann Kerebel a zivinaz petra a glaske, hag a lavaraz d’ezhan :

— Bez dinec’h, kabiten Kivoron, n’euz den aman nemed va fried ha me.

— Doue r’ho pinnigo ! eme Givoron.

E goeled Leon, en eur vont enn ti, araok lavaret ger ouc’h den ebed, e leveror atao ar c’homzou brao-man : Doue r’ho pinnigo ! Breman Kivoron ne grede ket ho lavaret gant aoun na viche bet eur republikan bennag enn ti.

— Petra a zo a nevez ganez, Kivoron, eme ar c’habiten Jaouen ? An ear ec’h euz da veza nec’het braz.

— Nec’het ounn, ha nec’het n’ounn ket. — N’ounn ket nec’het var ar pez am euz c’hoant da ober hag a rign eo zoken ; mez nec’het ounn o klask gouzout penaoz dont a benn euz va zaol.

— Kivoron, anaout a rez ar c’habiten Jaouen. Mar gell da zikour, lavar eur ger ; kement en deuz a roio did ; lavar euz a betra ec’h euz izomm.

— Selaou, Jaouen, va c’hamarad koz, eme Givoron, o sellet c’hoaz enn dro d’ezhan, kement a aoun en doa da veza klevet ; selaou ac’hanounn. Anaout a rez an Aoutrou Poullaouec, persoun Lokournan ?

— Va Doue, ia-da, hen anaout mad ; ha bremaik zoken edo Mari-Jann ha me o komz anezhan. Aoun hon euz na ve kouezet etre daouarn ar republikaned, kement a glask a rear d’ezhan dre bevar c’horn ar vro.