Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
emgann kergidu


DEKVET PENNAD


————
Lokournan ha Porspoder


Dont a rankan breman var va c’hiz, rak, evel am euz lavaret d’ehoc’h, eat oun eun daou vloaz bennag araok, evit diskouez d’ehoc’h enn eun taol, peger kriz tud a ioa deuet enn hor bro da heul ar republik.

Mar hoc’h euz sonj, em euz lavaret d’ehoc’h, er penn kenta euz va c’hount, oa deuet e penn ar republikaned lakaat ar veleien da zilezer hon Tad Santel ar Pab hag an eskibien evit senti outho epken. Ha var gement-se, goude beza kountet d’ehoc’h penaoz oa marvet gant he c’hlac’har an Aoutrou Conan de Saint-Luc, eskop Kemper, ha penaoz oa tec’het an Aoutrou de la Marche, eskop Kastel, evit mont da Vro-Zaos, ounn eat enn eul lamm euz a Gastel da ober, da gostez Treger, eun dro hag a zo padet pell. Dont a rankan var va c’hiz, evit lavaret d’ehoc’h petra zo c’hoarvezet enn hor bro, pa deuaz ar republikaned da lavaret d’hor beleien e rankent dilezel hon Tad Santel ar Pab hag hor guir eskob evit senti ouc’h lezennou ar c’houarnamant epken.

Ar pennou braz, digaset euz a Baris evit rena Breiz-Izel, a ioa o chomm e Brest. Dre an tu-ze ive e oue skoet an taoliou kenta. Kaset e oue, var ar meaz, bandennou soudardet da lakaat ar veleien da doui senti ouc’h lezennou ar republik, pe d’ho digas gantho d’ar prizoun. Evelse kastel Brest ne zaleaz ket da veza karget a veleien, rak dibaod oa ar re a blege da urzou ken dizoue. Ne c’hellan ket ho henvel oll d’ehoc’h. Mar oc’h euz c’hoant da c’houzout ho hanoiou, lennit al leor en deuz skrivet, var an amzeriou-ze, e Breiz, an Aoutrou Levot, euz a Vrest. El leor-ze e kafot meur a dra ha ne gountan ket d’ehoc’h aman. An Aoutrou Levot, enn he leor, hervez va c’hreden-me, a zo demdost a du gand ar republikaned ; zoken enn deuz evel eun tamm c’hoant da vennaat lod euz an traou kriz ho deuz great er vro, hag