Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
emgann kergidu

Lavaret a rear ez euz savet eur renkad guez euz ar re gaera el leac’h m’oant lakeat enn douar.

Ar republikaned a nac’ho an arme noar evit beza a du gantho, — koulskoude e meur a leac’h euz c’hoarvezet traou ker kriz hag e Konk. — Nac’h a zo eaz, mez diskouez ne c’hrie ket var ar memez torchenn ar re ruz a gomzan anezho hag ar republikaned-all, ne ket ken eaz. Her c’hompren a rit kerkouls ha me ; ne gavet ket brao kaout a du ganeoc’h tud hag o deuz great torfejou ker braz ; mez, e fesoun, ar republik a rank beza mamm da gement den fall a zo enn hor bro ; azindan he diouaskell da vihana ec’h en em lakeont-oll. Evit her guelet ker sklear hag an heol, it d’ar galeou, d’ar prizoun ; esait lakaat ar re a zo eno, enn tiez-se, da grial : « Bevet ar Roue ! » Hini ne zigoro he c’hinou. Lavarit d’ezho krial : « Bevet ar Republik ! » ha ker buan kement ginou a zo a zigoro hag a iouc’ho : « Bevet ar Republik ! » Koulskoude me gred ne ket enn tiez-se eman an dud guella euz hor bro.

Herrio enn deiz, kerkouls var ar meaz evel e kear, pa velfot eun den mezo, astennet gand he gorfat var an hent, skoit var he skoaz, savit-hen en he za, aliit anezhan da lavaret : « Bevet ar Roue ! » hag e velfot anezhan o trei he benn en eur grial : « Bevet ar Republik ! » Ar memez tra a glefot gand ar galouperien noz a veler o reded an hentchou, lod evit ober fallagriez, lod-all evit laerez madou an nesa.

Ar pez a lavaran aman ne ket evit lavaret d’ehoc’h eo tud fall kement hini a zo a du gand ar republik, mez evit diskleria d’ehoc’h ha d’an oll eo ez a a du gand ar republik, kement den fall a zo er vro. Setu perak Ian Pennors ne vezo biken republikan, rak ne gavo biken eaz mont mesk-e-mesk gand ar vezvierien, ar galeounerien, ar vuntrerien, an dud diroll ha difeiz.


————