— Ia, an dra-ze a poa great ; mez abaoue, e fesoun, eo eat da galoun da netra.
— Nann, n’eo ket guir. Gourc’hemennit n’euz forz petra, hag e velfot euz kaloun atao e kof Bombanz.
— Perak ’ta e leverez e poa truez ouc’h al leanez koz hor boa beuzet e Toull-al-Lakez ?
— Ne oufen ket evit her lavaret d’ehoc’h. Mez ne ankounac’haign biken an taol lagad a roaz dign, p’edo, evit ar veach diveza, o vont d’ar goeled.
— Kas an huvreou-ze euz da benn. M’am bichen-me gouezet oa aman, ken tost da Gonk, eul lenn ken doun, me am biche digaset ganen an Aoutrou Maze-Launay koz, an hini hon euz ranket trouc’ha eur skouarn d’ezhan evit kaout diganthan eur skudellat pesiou daou-skoued epken. Kals muioc’h a arc’hant a ioa enn he di, me her goar mad ; goap en euz great ac’hanomp, ha ni, d’hon tro, hon deviche great goap anezhan epad ma viche bet o veuzi el lenn-man.
— Guir a livirit, mestr. A veac’h en deuz roet d’eomp avoualac’h evit paea hor c’hoan everr, e kear Lokournan.
— Ia, Bombanz, ma rankomp paea hor c’hoan ; mez me gred e koagnimp evit netra adarre fenoz.
Ia, evit netra o doa koaniet enn nosvez-se an arme noar.
Edont o pignat, var diou renkad, dizoursi ha dinec’h, kreac’h Kerian, pa glefchont eur vouez o krial ken na dregerne an draonien ganthi :
— Tan, paotred Konk !
Krozal a reaz koajou Kerian hag an aod betek Konk ; an hent braz a ioa leun a voged, ha, dreist ar moged, e velet var gleuz ar c’hoat penn daou-ugent den prest da denna adarre.
Ne oue ket red. Tizet mad oa d’he zro an arme noar ; n’oa ket chommet unan ebken en he za : astennet oant oll var an hent, maro-mik.
Roparz Menguy hag he baotred kalounek a deuaz d’ar gear da lavaret d’ho zud ne deuche ken an arme noar-ze da laerez, da zevi na da drouc’ha skouarn den ebed dre ar vro.
Antronoz, eur guchen dud a gear Konk hag a zivar ar meaz, a ieaz da ober eun toull braz e koat Kerian. Eno, evel gagnou, bern-var-vern, e oue taolet ar republikaned ruz ; ne deuaz e penn den ebed ar sonj d’ho c’has d’an douar binniget.