Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
emgann kergidu

evelato, ne ket evit nac’h o deuz great goall draou. Mad, e leor an Aoutrou Levot, etouez kement-all a hanoiou, e kavor, divar dro Brest, hano persoun Guipavas, persoun Plabennec, kure Guilers, kure Ploumoger, kure Lanrivoare, etc..., ha meur a velek-all n’em euz ket breman sonj euz ho hano.

Mar gelle er zoudardet kregi e meur a velek, ne deuent ket evelato a-benn euz ho zaol e kement leac’h ma’z eant. Pa en em gafchont e Lokournan, an Aoutrou Poullaouec, persoun ar barrez, a ioa gand he ofern. Mont a rejont var eeun d’an iliz. An Aoutrou persoun a ioa e kreiz he ofern. Marteze en doa klevet trouz tud o tont enn iliz, mez ne reaz van ebed. He spered hag he galoun a ioa gant Doue hag he elez ; ne ieaz na buannoc’h na goustatoc’h ; ha pa oa achu he ofern, pa zistroaz da rei he vennoz d’an dud, he roaz kerkouls d’ar zoudardet evel d’ar re-all, ep sevel zoken he zaoulagad da zellet outho. Kerkent ha ma oue achu ganthan, e tiskennaz diouc’h an aoter hag ez eaz var eeun d’ar segreteri, evit lammet he zillad oferenna. Ker buan, ar zoudardet, mall braz gantho, a ia var he lerc’h hag o deuz c’hoant da lammet varnhan raktal. Eur c’hloc’her a benn hag a galoun a ioa e Lokournan. Pa velaz edot o vont da gregi enn Aoutrou persoun, e reaz van da veza ker republikan hag ar zoudardet, hag e lavaraz d’ezho :

— Paotred, paotred, ne ket aman eo d’eomp chomm, ar belek-man ne ket evit tec’het, re a dud omp enep d’han e Lokournan. Guell eo d’eomp mont da genta d’he di da danva he vin ha da velet ha mad eo al lein a zo aozet d’ezhan.

— Guir a leverez, eme kabiten ar zoudardet ; deomp d’he di da zibri peb a damm ha da eva peb a vanne evit krenvaat ac’hanomp. Hag ouc’hpenn, heman, ar belek-man, a ziredo var hor lerc’h, rak aoun en devezo na d-afe he arc’hant ganeomp.

— Mad a livirit, eme ar c’hloc’her. Na c’houi a zo eun den a skiant, kabiten !

— Her lavaret a c’hellez, va den ; me am euz dija guelet meur a hini.

Hag ar c’habiten a frize hag a gordigelle he varo en eur zevel var he zeuliou.

Kerkent ez eaz an oll euz ar segreteri, ar c’hloc’her hag ar c’habiten er penn kenta, hag an Aoutrou Poullaouec a jommaz he-unan. Ne jommaz ket pell evelato. Ker buan