roaz dez-ho eun tiik bian abalamour m’oa Fransez mignoun da Zoue. Var dro miz here ec’h en em lakeaz adarre enn hent. E kear Piz e tigemeraz enn he Urz daou zen hag a ioa dija huel er zantelez : Anj hag Albert. Kenta rener o deoue ar Breudeur bian e Franz, a oue Anj.
Er bloaz 1212 ar Zant a en em gavaz e Sarziano. Tud ar gear-man o doa kement a blujadur o klevet anez-han o komz a Zoue, m’her pedchont da jomm enn ho zouez. Ar Zant a lavaraz dez-ho e ranke mont c’hoaz da vroiou all da brezek J-K. Neuze da viana, eme an dud vad-man, lezit ganeomp unan bennag euz ho preudeur. Ar Zant a zelaouaz ho goulenn. Eun ti bian a oue savet evit-ho eun hanter heur vale dioc’h kear, var eur menez a beleac’h e velet Asiz. Fransez a garie kenan mont var ar menez-se da bedi abalamour m’edo pell dioc’h trouz ar bed. Setu perak eun den a gear a lakeaz sevel dez-han, distak dioc’h ti ar breudeur all, eul lochenn e koat. Ar Zant ne falvezaz dez-han jamez mont el lochenn-ze ; re vrao e kave anez-hi : e koat oa great ! Red e oue sevel dez-han eur