amzer da vale eeun var hent ar zantelez. Ha p’an doa great an traou-ze e z’eaz adarre enn hent gand ar breur Silvestr.
P’en em gafchont e Arezzo oa freuz e kear. Tud ar vro a ioa etre diou lodenn, ha drouk braz enn eil hag enn eben : edont o vont d’en em ganna. Fransez, dre druez ouc’h an dud keaz-se, a en em lakeaz da bedi. Goude beza pedet e komzaz out-ho a Zoue ; euz ar garantez a dle an eil kaout evit egile, ha traou all brao evelse. Tud Arezzo a deuaz d’en em unani, ha, dre anaoudegez-vad evit ar Zant, e leschont anez-han da zevel eur gouent. enn ho c’hear. Izoum braz en doa a gement-se, rak kals tud, gounezet gand he gomzou, a falveze dez-ho dont da veva gant-han er baourentez.
Euz a Arezzo e c’hoanteaz dez-han mont da Floranz ; mez uzet oa e iec’het, hag e rankaz choum e Gargereto, el leac’h ma savaz evelato eun tammik ti bian evit he Vreudeur.
E Floranz e c’hounezaz tud euz ar renk huella. Enn ho zouez e kavomp Iann Parant, den a lezenn desket meurbed, ha divezatoc’h Jeneral an Urz. Tud vad a