Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/97

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 89 —

raz ho daoulagad, o deoue keuz d’ar pez o doa great, hag a deuaz da c’houlenn beza digemeret e renk ar Breudeur bian.

Euz a Berouz, Fransez a ieaz da gear Korton. Eno, dre he brezegennou, e c’hounezaz d’he Urz meur a hini. Ar re anavezetta a zo Gien, den iaouank desked mad: Eli spered kaer a zen, bet e leac’h Fransez e penn an Urz hag a velimp c’hoaz enn histor-man, ha Vituz leun a garantez evit Doue. Er gear-ze, ar Zant a zavaz eur gouent, hag a lakeaz enn he fenn ar breur Silvestr, deuet gant-han euz a Zantez-Mari-an-Elez, hag hor beuz c’hoaz komzet anez-han.

Mez tostaat a ra ar c’horaiz. Fransez a dec’h kuit dioc’h he vreudeur sioul, hag lavaret netra da zen. Mont a reaz enn eun enezennik a zo e kreiz eul lenn vraz, hanvet Trazimen. Eno, epad daou ugent dervez, e vevaz gand eun hanter dorz vara ha banneou dour eienn a rede e kichenn. Da bask e tistroaz da Gorton. Eno ec’h en em lakeaz da skollia ha da ziskouez an hent mad d’ar re a ioa enn nevez deuet enn he Urz. Goudeze e lakeaz enn ho fenn ar breur Gien, deuet e berr