hag ar re binvivik. En em ganna didruez a rejor e kear, a dreuz hag a-hed, euz an eil penn d’eguile : ne velet e pep leac’h nemed ar goad o reded, tud mac’haniet ha korfou maro, astennet a-hed mogerriou an tiez… Ar gounid a jommaz gant ar bobl ; an noblanz a rankaz kemeret an teac’h ha mont kuit euz a gear.
Ar re-man drouk braz enn-ho, evel pa viche an diaoul enn ho c’haloun, en em lakeaz da redet dre ar parkeier a ioa enn dro da gear, da voasta an eost dre ma z’eant trec’hi ha displanta ar viniennou a reant, ha goudeze e lakeant an tan enn tiez. Ar vro a ioa evel pulluc’het.
Ar bobl, pe, ma kavit guell, an dud intre, n’oant na paour na pinvidik, chommet mestr e kear, o velet an eost eat da netra, hag o ziez devet, a ieaz d’ho zro e tiez pinvidik an noblanz, a laeraz kement tra a gavent hag a flastre ar pez ne c’hellent ket kas gant-ho. Setu ive-ta dismantret kement tra a ioa er vro baour-ze, hag an oll, pobl ha noblanz, lakeat enn eur stad glac’haruz meurbed, ervez gourdrouz St Fransez. Evelato kalz tud iaouank, o velet petra ioa c’hoarvezet, a zigo-