Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/95

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 87 —

miret ouc’h an dud da glevet ar pez a brezege. En em lakaat a rejont zoken da c’hoari an armou diraz-han evit diskouez e reant fae anez-han.

O velet kement-se, Fransez a zavaz huelloc’h he vouez hag a zisklerriaz dirak an oll : « Noblanz ha tud a renk huel kear Perouz, Doue en euz roet d’eoc’h ar gounid enn hoc’h emgannou gand ar c’herriou a zivar dro. Pinvidik oc’h deuet da veza. Abalamour da-ze e tlefac’h beza anaoudek e kenver an hini en deuz roet d’eoc’h an oll draou-ze, hag ive e kenver ar re a gomz d’eoc’h anez-han. Ne ket an dra-ze a rit. Ne rit forz euz ho krouer, ho madouberour ; goap a rit ac’hanomp-ni a zo o prezek d’eoc’h enn he hano. Mad, m’her lavar d’eoc’h ma ne zistroit ket ouc’h Doue, e teuot, abarz nemeur aman, d’en em zevel an eil a enep egile, dà ober brezel an eil d’egile, kement ha kement, ma ne vichac’h ket bet lakeat enn eur stad truezusoc’h gant ho krisa enebourien. »

Hag evit guir, nebeut derveziou goudeze, ar bobl, ne c’hoar den abalamour da betra, en em zavaz a enep an noblanz