Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/94

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 86 —

plijet gant-han choaz tud dister evel d’omp-ni evit diskouez d’eomp ne ket ni hon unan eo a gaoze, mez en epken, en he unan dre hor ginou. N’hoc’h ket deuet enn Urz-man evit chomm dre aman, enn ho pro, e touez ho tud ; galvet oc’h da vont da brezek Aviel J.-K. dre ar bed oll, euz an eil penn d’egile. It ive-ta dinec’h enn hent. Komzit ep aoun ebed, ker kalounek dirak ar Rouanez evel dirak ar bobl. Varc’hoaz, ep marc’hatta, e raimp lodennou euz a vro an Itali, eul lodenn da bep daou ac’hanomp ; ha goude an dra-ze e z’aimp betek ar broiou pella euz ar bed. »

Ar pez a lavaraz Fransez a oue great. Antronoz e z’ejont, daou ha daou, d’ar vro m’oa merket dez ho gand ar Zant. En, a ieaz ive enn hent gand ar Breur Silvestr, hen doa dalc’het gant-han. Mont a rejont, ho daou, varzu kear Perouz. Eno edo o prezek, eun dervez, var al leur-gear p’en em gavaz da ober goap anez-han tud var loan, enn ho fenn iaouankizou pennou-skan kear. C’hoarzin en eur iouc’hal, ha krial a bouez ho fenn a reant, en eur vont abiou d’ar Zant, evit