Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/93

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 85 —


Fransez n’edo ket breman var var, kas a c’helle he vreudeur da brezek d’an oll an Aviel. Evelato Doue a blijaz dez-han, evit her lakaat dinec’h e pep giz, ober eur burzud braz evit-han. J.-K. Mestr ar brezegerrien, Mestr an ebestel a ziskennaz e kreiz Breudeur St Fransez ; astenn a reaz e zourn varnez-ho, en eur rei dez-ho oll he vennoz, hag en eur daoler varnez-ho eur zell a garantez hag a vadelez.

Evel spountet, hag evelato ho c’haloun karget a joa, ec’h en em daolchont oll d’an douar evit trugarekaat an A. Doue euz ar vadelez en doa evit-ho, hag a ziskoueze ker sklear dez-ho herrio. Goude m’oa savet Hor Zalver d’an Env, Fransez a lavaraz d’he Vreudeur : « O va Breudeur, ha va bugale, lavaromp bennoz d’an A. Doue abalamour ma z’eo plijet gant-han lakaat komzou ker brao var muzellou tud ken dister ha ni. Ia, Doue epken a zesk d’ar vugale kaozeal, a ro ar gomz d’ar re vud, hag a laka komzou mad ha skiantek var muzellou an dud dizesk. Evit brezellekaat a enep an Drouk-Spered, en deuz c’hoant kas kals tud d’an ifern, eo