Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

hir e ve lakaat aman ho hanoiou ha kounta ho furnez hag ho santelez. Ne lavarign d’eoc’h nemed hano ar Breur Leon, euz a gear Asiz, a gaozeimp anez-han divezatoc’h. Fransez a bede gant-ho oll, a zeske dez-ho pedi ha karout dreist pep tra ar baourentez. Mall en doa da leuskel anez-ho var dud ar bed, d’ho dihuna, da lavaret dez-ho o doa pinijenn da ober hag eur Baradoz da c’hounit. Mezaoun en doa, rak, her gouzout mad a rea, n’oant, ervez ar bed, nemet tud dister, dizesk ha berr a spered.

Er penn kenta euz ar bloaz 1211, evit gouzout petra c’helle pep hini da ober, e lavaraz d’ar Breur Bernard Kuintavall sevel enn he za hag ober eur zermoun d’he genvreudeur. Bernard, ken dinec’h ha tra, a zavaz enn he za, hag a reaz eur zermoun ker brao, kel leun a garantez evit Doue ma chommaz mantret Fransez. Goudeze e lavaraz dar breur Per Katan ober ar memez tra. Per a gomzazive ker brao ma viche lavaret edo ar Spered Santel o komz dre he c’hinou. Goude Per e oue galvet eur Breur all hag a brezegaz kerkouls hag an daou genta.