Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/91

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 83 —

oll garantez, ha c’houi Rouanez an Elez, petra gavit a vrao hag a vad enn iliz paour-man evit kuitaat ar Baradoz ha diskenn enn-hi ?

— Diskennet omp euz an env, va mamm ha me, eme Hor Zalver, evit ho staga, c’houi hag ho pugale, ouz al leac’h-man a garomp dreist oll.

Goudeze netra ken. Jesuz hag ar Verc’hez a ioa distroet d’ar Baradoz, an Elez enn dro dez-ho.

Fransez, evel pa lavarfenn d’eoc’h er meaz anez-han he unan, a zavaz enn he za enn eur grial: « Ia, ia, santel eo al leac’h-man. Ne ket tud evel d’omp-ni a dlefe beza o chomm aman, an Elez ho unan eo. Ia, keit ha ma c’hellign, me a jommo stag ouz al leac’h-man, me ha tud va Urz. Digas a raio atao deomp da zouj peger mad eo bet an A. Doue enn hor c’henver. »

Antronoz e oue great an dilojadek euz a Rivo-torto da Zantez-Mari-an-Elez, ar pez ne oue ket diez, rak ar Breudeur paour n’o doa netra. Breman e c’hell Fransez digemeret lod euz ar re o doa c’hoant da veva a zindan he reolenn. Re