Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

c’hoaz. Eur belek a gear Asiz a veze o lavaret an ofern e iliz Stez-Mari : red e oue goulen he aotre araok kemeret perz enn he iliz. Fransez a ieaz d’he gaout da Asiz. Ar belek-se a ioa eun den santel. Choa en doa ouz he iliz, evit guir, mez kaout a rea dez-han e viche guelloc’h henoret ar Verc’hez gand Fransez eged gant-han : setu perak e roaz a greiz he galoun he iliz hag he di.

Dioc’h an abardavez-noz eo e tremene an dra-man, etre Fransez ha belek Stez-Mari. Kerkent ha m’o deoue en em glevet, ar Zant en em hastaz da zont buanna ma c’helle da berc’henna he iliz dre ar bedenn. A veac’h m’oa en em lakeat da bedi ma velaz Hor Zalver oc’h en em ziskouez var an aoter, ar Verc’hez Vari enn he gichenn, hag enn dro dez-ho Elez, n’oar den pegement. Oll e sellent out-han gand kals a zouzder hag a vadelez. Steredennet he zaoulagad gand ar sked a lugerne a zaoulagad Jesuz ec’h en em daolaz d’an douar ep lavaret netra. A benn eur pennad evelato e c’hellaz en eur grena komz evel hen :

— Salver binniget, Roue an env, va