Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

jennaz anez-han var ar stad a vuez paour en doa kemeret. Rei a rejont dez-han ouc’h penn an ti a ioa stag ouz an iliz, ha tachennou bian o doa tro-var-dro. Abalamour da-ze al leac’h-se a zo hanvet Porsionkul, ger italian hag a zinifi tammouigou, tachennou. — Divezatoc’h e komzimp euz a induljanz ar Porsionkul.

Ne oa ket avoalac’h kement-se. Tad superior menec’h St Beneat a falveze rei an traou-ze oll da Fransez evit netra. Mez an dra-man ne blijaz ket d’ar Zant : paour oa, ha paour en doa c’hoant da jomm. Ne falveze ket dez-han kaout enn he hano talvoudegez zoken eun diner toull. Lavaret a reaz e paeche bep bloaz he c’houel-Mikeal d’ar menec’h, en eur gas dez-ho bep bloaz eur maniad pesked paket er ganol a iea abiou d’an iliz. Ar c’homzou-ze a blijaz kenan d’ar venec’h ; hag evit diskouez e rea an dra-ze plujadur dez-ho, e tigasent d’ho zro, bep bloaz, eur podad eol da vugale St Fransez da veska gand ho boued evit her lakaat guelloc’h blazet.

En em glevet oa Fransez gand menec’h St Beneat. Eun dra all en doa da ober

5*