Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/88

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 80 —

gear Asiz, e c’houneze atao unan bennag hag en doa c’hoant da zont da veva gant-han. Mez, e peleac’h loja kement all a dud? Re vian oa he goz-ti, e Rivo-torto, evit-ho ho daouzek. E peleac’h, dreist oll, lavaret an ofern ha kana meuleudiou an A. Doue ?

Goude beza goulennet kuzul digant he genvreudeur, e z’eaz da Asiz da c’houlenn digant an A. n’Eskop, pe digant ar chalounied, hag eun ti brasoc’h da loja hag eun ilizik da bedi Doue. Siouaz ! Nag an A. n’Eskop, nag ar chalounied ne c’hellent ket rei dez-han he c’houlenn.

Neuze Fransez a ieaz da gaout menec’h St Beneat a venez Subasio. Ar re-man a roaz dez-han a galoun vad iliz Stez-Mari-an-Elez, en doa raparet, evel a c’houzoc’h. Eun dra epken a c’houlennent : falvezout a rea dez-ho e chomche atao eno ar Breudeur-bian, evit diskouez d’an oll, betek fin ar bed, oa hounnez an iliz-se mammenn Breudeur St Fransez.

Ne oue ket diez da Fransez plega d’ar goulen-ze, rak enn iliz-se, evel a c’houzoc’h ive, komzou aviel an ofern a lavare evit-han belek St-Damien eo a skleri-