Asiz evit ober eur zermoun antronoz vintin. E kreiz an noz, epad m’edo ar Zant o pedi a greiz kaloun enn eur c’hougn distro, e chardin chalounied Asiz, he genvreudeur, enn ho zi, e Rivo-torto, a velaz eur c’har-tan, enn-han eur voul lugernuz evel an heol, hag a ziskoueze d’an oll goueled koustianz pep hini anez-ho. Evel hen e velont an eil egile ar pez a zo e kaloun pep-hini. Teir dro d’an ti a reaz ar c’har-tan gand he voul lugernuz, ha bep tro e tiskoueze d’an oll kement kougn distro a ioa e kaloun pep hini anez-ho. Oll e kredchont oa ar voul-se skeud St Fransez, a vele pep tra guzet, hag a ioa galvet da sturia kalz relijiused gand kement a sklerder ma tizoloe ar voul lugernuz kaloun pep hini. Pa deuaz Fransez enn dro e komzaz out-ho evel pa viche bet enn ho zouez p’edo ar c’har-tan oc’h ober an dro d’ho zi, hag evel m’an diviche guelet ive ho c’haloun sklerijennet gant ar voul lugernuz.
An traou burzuduz-se ne lakeant ket Fransez da ankounac’haat ar c’hoant en doa da brezek dre ar bed J.-K. hag he Aviel Bep tro ma z’ea da sermoun da