Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

ve diez her gouzout. Doue a ro bemdez ho boued d’al labousedigou : ha kaout a ra d’eoc’h en diviche lezet da vervel gant an naoun, e traonienn Spolet, tud hag o doa dilezet pep tra evit-han ?

Krenveat gant an tamm bara du-ze ec’h en em lakechont adarre enn hent, evit distrei d’ho c’hear, da Rivo-torto, en eur dremen abiou kear Orti.

Netra paourroc’h eged an ti m’edont o chomm enn-han, e Rivo-torto. A veac’h oa braz avoalac’h evit digemeret Fransez hag he genvreudeur. N’o doa evil azeza nemed treustou koz astenned a-hed ar mogerriou ; n’o doa ket zoken eur vriad kolo da gouzket varn-ho epad an noz. Ha koulskoude an dud-man a ioa laouen. Tremen a reant ho buez en eur bedi Doue hag o sevel o c’haloun hag ho spered varzu an env. Fransez a ioa evel pa ne viche ken var an douar. E kreiz he bedennou e chomme evel mantret o sellet ouz an env, ep lavaret ger. Komz a rea ouz Doue a lakea anez-han da lenn e koustianz pep hini, hag a zizoloe dez-han an amzer da zont.

Eur zadornvez da bardaez e z’eaz da