Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

dre ar bed J.-K. hag he Aviel. Araok mont kuit euz a Roum e kimmiadaz dioc’h eskop Sabin ha dioc’h ar c’hardinal Ugolini a ioa bet ker mad evit-han pa oue menek da aotren he reolenn.

En eur zont euz a Roum, Fransez a ieaz gand he Vreudeur varzu traonienn Spolet. Dre ma z’eant ar Zant a gomze euz an digemer o doa bet digant ar Pap, euz a garantez Doue evit-ho, euz he vadelez enn ho c’henver, hag euz a gals a draou brao er c’hiz-se. Dont a reant dre an hent hep sonjal enn ho skuisder ; klevet Fransez o kaozeal a Zoue a garge o c’halonou d’an oll. Evelato, kaer zo, ar c’horf en deuz he izomou, ha ne ket great a zir. Chomm a rankchont a za duet gant an naoun. Mez e peleac’h kaout eun tamm da lakaat a zindan an dant ? Ar vro a ioa gouez ; n’oa ti ebed var dro… Petra da ober ive-ta ? Edont o sonjal pa velchont o tont varzu enn-ho eun den, eun dorz vara gant-han var he benn. Rei a reaz dez-ho he dorz, hag e tec’haz kuit ker buan ma ne gouie den petra oa deuet da veza.

— Piou oa an den-ze ? Ne gredan ket e