Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





PEVARE PENNAD


————


Ar c’har-tan hag ar voul lugernuz. — Iliz Stez-Mari-an-Elez roet da Fransez. — Jesuz hag ar Verc’hez en em ziskouez d’ar Zant. — Sermoun Bernard Kuintavall. — Doue en em ziskouez da vugale Fransez. — Fransez e Perouz, e Korton, e Arezzo, e Sarziano. — Distro da Stez-Mari. — Stez Klara. Fransez a ia adarre da brezek.


————



Fransez en diviche gellet chomm e Roum, e kichenn Hon Tad Santel, sklerijenn ar bed pa z’eo guir eman var an douar e leac’h J.-K., eil Fersoun euz an Dreindet, mez ne falvezaz ket dez-han. Trouz eur gear vraz en diviche miret out-han da bedi Doue ervez m’en doa c’hoant. Dont a ranke var ar meaz, enn eul leac’h distro, ne viche netra o viret out-han da bedi noz-deiz an A. Doue a c’hinou, a spered hag a galoun. Eno ive e c’hellche kentellia guelloc’h e genvreudeur, hag ho c’has kentoc’h da brezek