Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

St Fransez a oue great Avieler ; ne ket falvezet gant-han sevel huelloc’h : re zizder ec’h en em gave, hag en sant koulskoude !!

Ar Pap Innosant III her lakeaz e penn an Urz nevez, goude beza roet dez-han he aliou evit sturia he genvreudeur var an hent mad. En eur ho briata ho daouzek, en eur starda anez-ho var he galoun e lavaraz dez-ho : « Iit, baleit, ha, dre bevar c’horn ar bed, prezegit J.-K. hag he Aviel. »

Setu eta diazezet, ervez lezennou Hor Mamm Zantel an Iliz, Urz ar Breudeur bian, Urz St Fransez. An dra-man a ioa er bloaz 1210.


————