Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/82

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 74 —

douar ep tamm da zibri, na ti da loja, pa vez izoum ? Daoust ha Doue a ranko ober bemdez eur burzud bennag evit rei bevanz ha golo d’an dud-se ? Beza var c’hed a gement-se a zo ober goap a Zoue. » Neuze Eskop Sabin a zavaz enn he za, hag a lavaraz :

« Ma ne aotreomp ket reolenn ar paour-man, diouallomp da vont a enep an Aviel ha gourc’hemennou J.-K. En he unan a lavar deomp N’ho pezet nag aour nag arc’hant… Na vezit ket nec’het divar benn ho pevanz : laboused an env o deuz ho boued, ha c’houi o poezo ive… An nep en deuz c’hoant da zont d’am heul a dle en em a zilezer he unan, dougen he groaz ha « dont var va lerc’h… » ha kals a draou all evelse, tennet euz an Aviel.

Ar c’homzou-man a bouezaz var spered ha kaloun an oll. An Tad Santel ne varc’hateaz mui. Aotren a reaz reolenn St Fransez, Staga a reaz out-hi guiriou braz en eur lavaret e kreskche anez-ho c’hoaz divezatoc’h.

Ouc’h penn-se rei a reaz an Urzou-munud d’ar re n’oant ket beleien.