Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/81

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 73 —

eur c’houezenn ien a zivere dioc’h he dal, chomm a rea spourounet, sounnet…, pa velaz eun den paour ha dister o tont, hag oc’h en em harpa ouc’h mogerriou an Iliz, ha, gand he ziouskoaz, ouz ho skora evit miret out-ho da goueza. An Tad Santel ne gouie ket neuze petra oa an traou-ze ; m’ez p’en em gavaz Fransez dira-z-han da ziskouez dez-han he reolenn a vuez, ec’h hen anavezaz dioc’htu evit ar paour en doa guelet oc’h harpa mogerriou iliz St Iann Latran evit miret out-ho da goueza, rak henvel poch oa out-han. Abalamour da-ze hen digemeraz gand kalz a vadelez, hag e reaz eur stad vraz anez-han.

O tiskouez d’ar Pap Fransez o skora iliz St Iann Latran, Doue ha ne lavare ket oa heman an hini a zigase da zifenn he iliz a enep he oll enebourien ? Eo : Fransez a deu aberz Doue : Fransez eo den Doue.

Evelato, ar Pap, araok aotrca reolenn St Fransez, a falveze dez-han goulenn kuzul digant ar Gardinaled. Lod euz ar re-man a gave oa diskiant reolenn Fransez. « Penaoz, emez-ho, beva var an

5