pa lavar : Tankred, diviskit ho tillad soudard, ha duit var va lerc’h ? Eo, eo. Fransez a zo a du gant Doue : Doue eo a ren anez-han e kement a ra.
Kerkent ec’h en em lakejont adarre enn hent varzu Roum. Eno Fransez a gavaz Eskop Asiz a lakeaz anez-han da ober anaoudegez gand ar c’hardinal Ugolini, niz d’ar Pap, ha Pap var he lerc’h azindan an hano a C’hregor IX, evel m’her guelimp divezatoc’h. Ar Pap a sturie an Iliz, d’ar mareou-ze oa ar Pap Innosant III.
Nebeut derveziou araok m’oa en em gavet Fransez e Roum gand he zizkibien, ar Pap en deoue eun huvre, pe evit lavaret guell, Doue a falveze dez-han rei da anaout da Sturier an Iliz ar pez a dlie c’hoarvezout hag ar pez a dlie da ober. Ar Pap-ta, epad he gousk, a velaz iliz St Iann Latran, penn ha mamm oll ilizou ar bed, oc’h orzella var he zreid, he mogerriou o volzi hag o vont da goueza enn ho foull. Strafillet oll ar Pap keaz, enn he huvre, a rede varzu an Iliz a astenne he zivreac’h a rea guella ma c’helle evit miret out-hi da goueza. Enkrez en doa,