Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/79

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 71 —

vezo roet dez-ho, mad pe fall ; atao her c’havet mad. Hed an hent ne reant nemed pedi Doue.

En eur dremenn dre gear Rieti, Fransez a velaz eur marc’hek o vont abiou dez-han, d’an drot vraz var he loan. Trei a reaz out-han en eur lavaret dez-han chomm a za. A berz Doue eo e komze out-han evel hen, rak ne gouie ket hen anaout. Tankred oa hano ar marc’hek-se. « Pell avoalac’h a zo, eme ar Zant dez-han, emaoc’h o tougenn ho tillad soudard, kleze ha kentrou. Breman e rankit kemeret dillad all. Eleac’h ho kuiskamant soudard e tougot eur gordenn enn dro d’ho kroaz-lez ; e leac’h ho kleze e tougot kroaz J.-K., hag evit kentrou o poezo pri louz an hentchou. Deuit d’am heul ha me a raio ac’hanoc’h soudard J.-K. » Tankred a zentaz ; diviska a reaz he zillad soudard, ha kemeret a reaz sae paour kenvreudeur St Fransez. Heman a oue an daouzek vet euz a ziskibien ar Zant.

Jesuz a lavare, gueach all, d’he ebestel ; dilezit pep tra, ha duit d’am heul. Ha ne ket Jesuz ive a gomz dre c’hinou Fransez