Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/78

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 70 —


7° — Toui a raint chomm dizemez, diouall a raint, a spered hag a gorf, ouz pep pec’hed, dreist oll ouz an hini a lavar an Abostol St Paol ne dlefe ket beza hanvet e touez ar gristenien.

Ha ne jommor ket mantret o velet eur reolenn evel houman great gand eun den iaouank a 28 vloaz, en doa tremenet he iaouankiz e kreiz plujadurezou kear Asiz ? Daoust ha lavaret a rafet eo er c’hiz-man e komz euz ar baourentez map Bernardon, ar marc’hadour pinvidik euz a gear Asiz ?

Ia heman eo : mez heman a zo breman en em roet evit mad da Zoue.

Ar reolenn-man a oue lennet gand Fransez d’he Vreudeur. Oll e c’hafchont evit ar guella, rak enn-hi oa merket ar pez a c’hoantea pep hini. Enn dervez-se e kemerchont an hano a Vreudeur bian ho deuz dalc’het abaoue.

En em lakaat a rejont oll enn hent evit mont da Roum. Bernard Kuintavall a ioa enn ho fenn : Fransez a falveze dez-han kaout ar renk izella. Mont a reant diarc’henn, guennek ebed enn ho godell na baz enn ho dourn, o veva euz ar pez a