Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

c’hoz-lochenn henvel ouz al lochennou a zavor breman, er pennad dioc’h an ti, da lakaat al ludu.

En eur zont a Zarsiano, Fransez a dremenaz dre gear Sitonio, el leac’h ma savaz eur gouent all, hag ac’hano e tistroaz var eeun da Asiz.

Bloaz a ioa abaoue m’oa eat kuit. Tud Asiz a reaz dez-han eun digemer dispar. Ar brud euz he brezegennou, euz he zantelez, euz ar burzudou a rea a ioa deuet pell-zo betek enn-ho. Abalamour da ze, e z’ejont d’hen diambrouk, bokedou ha skourrou guez gant-ho enn ho dourn. Kana a reont himmou ha kantikou enn henor d’ar Zant. Fransez a iea dre douez an dud pleget he benn da Zoue e kase an oll meuleudiou-ze. Evit-han he unan, ne c’houlenne nemed dismeganz an oll.

Kenta ma c’hellaz en em distaga dioc’h tud Asiz e z’eaz d’ar gear, da Zantez-Mari-an-Elez. Eno e kavaz kals tud deuet da c’houlenn beza digemeret enn he Urz. En em lakaat a reaz dioc’htu da brezek dez-ho, da gelen anez-ho, da zeski dez-ho bale dre an hent mad, evel ma rea ar Breudeur