Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/101

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 93 —

kosoc’h a ioa o prezek dre bevar c’horn an Itali.

Karget e oue da brezek, e kear Asiz, ar c’horaiz euz ar bloaz 1212. Hen ober a reaz gand kement a nerz hag a zantelez, ma teuaz kals tud da zistrei ouz Doue, ha lod all da c’houlenn beza digemeret enn he Urz.

Etouez ar re a deuaz da gaout St Fran- sez edo Stez Klara dibabet gand Doue evit beza mamm da eur vandenn c’hoarezed — herrio e leveror seúrezed — a dlie lugerni dre ar bed, euz an eil penn d’egile, evel ma lugern ar stered enn env epad an noz.

Klara a ioa ganet e Asiz, a dud nobl ha pinvidik-braz. He mamm e doa desket dez-hi, abred karet Doue a greiz he c’haloun. Guisket kaer, ervez he c’hendere, e ranke beza; mez a zindan he dillad brao e touge eur gouriz reun. Gounezet neat e oue o klevet Fransez o prezek. Dont a reaz meur a veach, gand eur voereb koz dez-hi, da Zantez-Mari-an-Elez da c’houlenn kuzul digant ar Zant. Lavaret a rea dez-han e felle dez-hi beva er baourentez ar vrasa, beva divar an aluzenn, ha tre-