Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/102

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 94 —

men he buez, pell dioc’h trouz ar bed, o pedi Doue noz-deiz, a c’hinou hag a galoun.

Var dro fin ar c’horaiz euz ar bloaz 1212, Fransez a lavaraz dez-hi oa deuet an heur da guitaat ar bed ha d’en em rei oll da Zoue. Klara e doa neuze 48 vloaz. D’ar zul bleuniou, an 18 a viz meurs, e z’eaz d’an ofern da gerc’hat he bod pal- mez, hag enn he c’herc’henn an dillad ar braoa. Enn noz varlerc’h, gant unan euz he flac’hed, e kuiteaz ti he zad hag e z’eaz da Zantez-Mari-an-Elez. Fransez hag he vreudeur a ioa enn iliz o lavaret ho matinezou. Oll e kemerchont bep a c’houlaouenn goar evit he digemeret. Trouc’het e oue dez-hi he bleo, ha Fransez a roaz dez-hi, evit ober he guiskamant, eun tamm mezer, er memez liou gand he zae he unan.

Setu aze ar penn kenta euz ar c’hoarezed Stez Klara, han vet Urz an Itrounezed paour. Goude an traou-man e oue kaset da gouent c’hoarezed St-Beneat. Her c’houmpren caz avoalac’h a refot, kerent Klara a ieaz eun drouk braz enn-ho o ve- let ho merc’h o kemeret eur stad ken dis-