Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/103

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 95 —

ter ha ker paour, int-hi hag a ioa nobl ha pinvidik braz. N’euz fors Klara a harpaz out-ho. Goasoc’h c’hoaz, ervez ar bed, a en em gavaz gand an dud-se touellet gand an henoriou hag an arc’hant. Eur verc’h all dez-ho, hanvet Agnez, a dec’haz ive euz ar gear hag a redaz da gaout he c’hoar. An dra-man a ioa re. Eur marc’hek eontr d’an diou blac’h iaouank, a ieaz d’ar gouent ; hag evel n’oa ket evit lakaat hini anez-ho da zistrei d’ar gear, e krogaz e Agnez dre he bleo, hag he zreinaz er meaz euz ar gouent. Mez Doue a ioa eno. Breac’h ar marc’hek a zounnaz enn eun taol, hag e rankaz diskregi Klara a deuaz da gerc’hat he c’hoar, ha goudeze ne oue trouz ebed ken. Ouc’h penn an dra-ze, eur c’hoar all da Glara ha da Agnez, hanvet Beatrix a deuaz, a benn eur pennad, d’ho c’haout da c’houlenn beva divar an aluzenn evel-d’ho. Ho mamm ive, deuet da veza intanvez, a guiteaz ar bed hag a deuaz da veva evel he zeir merc’h.

Hennez eo an eil Urz savet gand St Fransez.

Marteze ounn chommet re hir da gounta d’eoc’h histor Klara hag hini e c’hoa-