rezed. Mez c’hoant am oa da lavaret eun dra bennag divar benn an Urz-se ne ket kals anavezet e Breiz-Izel. Meur a ene paour, e touez ar merc’hed iaouank, a zo marteze e poan, abalamour ma n’ho deuz ket c’hoaz kavet ho hent. Ra deuio va c’homzou da sklerijenna ho spered, ha da ziskouez dez-ho ar stad m’int galvet marteze gand Doue da veva enn-han ?
Distroomp breman da histor St Fransez.
He brezegennou epad ar c’horaiz o doa skuizet ar Zant. Ma n’en diviche selaouet nemet-han he unan, e viche chommet e Santez-Mari-an-Elez da bedi, da zevel, ep ehan ebed, he spered hag he galoun varzu an Env, ha da veva, evel pa lavarfenn d’eoc’h gand Doue hag an Elez. Mez ar Zant a falveze dez-han ober e pep tra ar pez a bliche da Zoue. Setu perak e kasaz ar breur Maze ha Filip da c’houlenn digant Stez Klara hag ar belek Silvestr ar pez a dlie da ober : pe chomm e Porsionkul, e kouent Santez-Mari-an-Elez, da bedi a-hed he vuez, pe mont adarre da brezek ar bedenn, ar baourentez hag ar binijenn dre ar bed.