Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/105

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 97 —


Ar belek Silvestr, a ouzoc’h er-vad, eo ar belek-se en doa klasket trabas ouc’h ar Zant divar benn ar vein en doa guerzet dez-han evit rapari iliz St-Damien. Ha n’oa ket an dra-man diskouez dirak an oll en doa ankounac’heat an drouk a ioa bet c’hoant da ober dez-han ? O, St Fransez, ma teufe ar gristenien da heulia ar skouer-vad a roit dez-ho aman, ne ve ket kement a gasouni hag a brosezou enn ho zouez !

An daou Vreur-man a lavaraz da Zilvestr, da Glara ha d’he c’hoarezed pedi Doue, da goulenn digant-han petra dlie Fransez da ober. Na Klara, na Silvestr n’o doa en em velet. Koulskoude, goude beza goulennet sklerijenn digant Doue enn ho fedennou, e leverchont ar memez tra.

P’en em gavaz an daou Vreur enn dro, Fransez o c’hasaz gant-han enn eul leac’h distro, e kreiz eur c’hoat; hag eno, var bennou he zaoulin, dizolo he benn, he zivreac’h e kroaz, e lavaraz dez-ho : « Ac’hanta, petra c’hourc’hemenn dign J.-K. ? »

— Hon Tad hag hor Breur, eme ar re-man, Doue a fell dez-han e z’afac’h da

6