Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —

brezek, rak n’en euz ket galvet ac’hanoc’h da labourat evidoc’h hoc’h unan epken, mez evit silvidigez an oll. It ep aoun ebed ; prezegit, Doue a lakaio var ho muzellou ar pez a dlefot da brezek. »

Ar Zant, o klevet ar c’homzou-ze, a zantaz he galoun o virvi enn he greiz dre ar garantez en doa evit he nesa, hag a lavaraz :

— Eomp-ta enn hent enn hano J.-K. Hor Zalver.

Hag e guirionez, evit-han da veza, ne lavaran ket klan, mez uzet gand he labourou hag he binijennou, e z’eaz var eeun enn hent, en eur gas gant-han an daou vreur Maze hag Anj Rieti.


————