Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





PEMPED PENNAD


————


Fransez a ia enn hent. — Sermoun d’al laboused. — Ar penn-danvad. — Oan bian Jaketta Settisoli. — Fransez o pedi a-unan gand laboused. — Eur c’hrill. — Ar falc’hun ha Fransez. — Ar guennelied. — An den lor. — C’hoant da vont da vro Sao-Heol. — Bevagna. — Aotre ar Pap. — Pense. — Roue ar bluen. — Den iaouank kear Milan. — Klenved Fransez. — Daou lizer. — Ar Marok. — Kear Terni. — Ar marc’hek Orlando. — St Jakez Kompostel. — Kotolai. — Fransez a jomm daou vloaz er Spagn. — Distro d’he gouent. — Ar c’houeriad Iann. — Fransez hag an azenn. — Menez Alvern. — Orlando. — Al laer.


————



Setu ive-ta Fransez enn hent gand he zaou vreur Maze hag Anj Rieti. N’oant ket eat goall bell dioc’h ar gear pa dremenchont dre greiz eur c’hoat. Eno oa eur vandenn laboused, a nije divar an eil vezenn var eben, a zave hag a ziskenne divar an eil skour var eguile. Kana ha ri-