Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/108

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 100 —

chounat a reant a greiz ho c’haloun. Ar Zant ouz ho c’hlevet a deuaz da zonj dez-han euz a gomzou Hor Zalver : « It, prezegit an Aviel da gement tra grouet a zo. » Chomm a reaz a za, en eur lavaret d’he zaou Vreur :

— Gedit ac’hanoun aman eur pennad var ar vinojenn : mont a ran da zermoun d’al laboused, va breudeur.

Gervel a reaz al laboused, hag oll ec’h en em vodchont enn dro dez-han. Neuze ar Zant a gomzaz out-ho evel-hen :

— « Labousedigou, va vreudeur, c’houi a dle meuli ha karet Doue a greiz o kaloun, rak en eo en euz goloet ac’hanoc’h. a blun evit ho tiouall dioc’h ar riou ; en eo en euz roet d’e c’h diouaskell da nijal dre an ear, el leac’h ma kirit ; den ne c’hell stanka an hent ouzoc’h. Euz ar re genta e touez an anevaled oc’h bet krouet gand Doue ; e arc’h Noe eo bet miret ho tud koz. N’hoc’h euz izoum na da hada, na da eosti; ho poued a gavit atao. Guez huel oc’h euz da ober ho neichou, ar pez ho diouall dioc’h pep drouk. Abalamour da-ze kanit bepred meuleudiou d’an A. Doue. »