Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/109

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 101 —


Epad ma komze ar Zant al laboused a astenne ho gouzouk varzu enn-han, a zave hag a blege ho fenn: an ear o doa da entent ar pez a lavare. En, euz he du, a iea dre ho c’hreiz, a jomme da zellet out-ho gand plujadur, hag hini anez-ho ne dec’he kuit. Lavaret e viche oant oll laboused don. Goude he zermoun e roaz dez-ho he vennoz, ha ker buan e nichont oll kuit oc’h en em ranna e peder renkad evel ma lavarfac’h e peder breac’h ar groaz, hag o vont varzu pevar c’horn ar bed. An A. Doue, me gred, en doa c’hoant da ziskouez dre gement-man d’ar Zant pegen nerzuz e viche he gomzou, e kement bek douar a zo, euz ar Zao-heol d’ar C’hus-heol.

Guelet a rit pe ger braz galloud en doa Fransez var al loened mud, pe, pa lavarign mad, guelet a rit penaoz e teu an A. Doue da ziskouez he zantelez dre graouadurien ha n’o deuz ket a skiant. Mez ne ket eur veach epken e reaz ar Zant burzudou evel an hini em euz kountet d’eoc’h. Mont a ran da lavaret d’eoc’h unan bennag all c’hoaz, rak ho c’hounta oll penn-da-benn a ve re hir.

6*