Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/110

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 102 —


E Stez-Mari-an-Elez, e oue eun dervez digaset dez-han eur penn-dan vad Arzant her c’hemeraz gand plujadur : choa en doa ouz an denved abalamour m’int loenedigou ha ne reont drouk da zen Evelato e kentelliaz anez-han en eur lavaret dez-han e tlie atao, hag e pep leac’h, meuli Doue. An danvad, evel p’en diviche ententet ar Zant, pa gleve ar Breudeur o kana ho ofisou, enn Iliz, a iea d’ho c’haout, hag a blege e ziou c’har araok en eur dremen dirak ar Zakramant, meulet ra vezo ! ha goudeze e z’ea da vlejal dirak aoter ar Verc’hez. Epad an ofern, d’ar gorreou, e plege e bevar droad, hag ec’h en em astenne var an douar, evit diskouez d’an oll pegement e tleor kaout doujanz evit ar Zakramant burzuduz-se, m’eman enn-han, dre garantez evidomp, Korf ha Goad Hor Zalver J.-K.

Setu aman eun dra all. Epad m’edo, eun dro, e Roum, unan bennag a roaz dez-han eun oan-bian. Pa z’eaz kuit her lezaz e ti eun itroun, hanvet Jaketta Settisoli, hag a ioa douget kenan da Fransez ha d’he Urz. Mad, an oan-ze, evel pa viche desket gand ar Zant da