Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/111

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 103 —

garet Doue, ne vanke jamez da vont d’an Iliz bep tro ma z’ea he vestrez. Mar teue an itroun-man, eur veach bennag, da gaout re vouk he guele dioc’h ar mintin, ha ma talee da zevel, an oan a c’hapoule, a lamme dre an ti, a rea kement a drouz ma tihune anez-hi, ha, dre he vlejerez, e lavare dez-hi oa mall mont d’an iliz.

Eur veach all, ar Zant a ioa e kouent St-Verekond, e Eskopti Gubio. Eun danvadez a deuaz da hala : eur viz didruez a zebraz an oan-bian. Pa glevaz ar pez a joa c’hoarvezet, o sonjal enn oan dinam a zo marvet evidomp var ar Groaz e lavaraz : « Oanik bian, va breur, evel J.-K. n’ho c’heuz great drouk da zen. Ra vezo milliget al loen kriz ha divalo en euz lazet ac’hanoc’h ! Ra na deuio na den, nag aneval ebed zoken da zebri euz he gik ! » Ker buan ar viz a deuaz da zizec’hi var he zreid, ha da dreutaat kement ma varvaz tri dervez goudeze. Taolet e oue er meaz euz he c’hraou enn eur c’hougn distro e leac’h ma teuaz da zec’ha evel eun tamm koat brein. Aneval ebed n’en doa efer anez-hi.

Eun dro e oue digaset dez-han eur