c’had veo. He lakaat a reaz var an douar en eur rei frankiz dez-hi da vont kuit. Mez ar c’had, e leac’h tec’het, a lammaz var he varlenn. Ar Zant he stardaz var he galoun, evel ma ra eur vamm d’he c’hraouadur, en eur lavaret dez-hi, enn he skouarn, diouall da veza paket eur veach all. Lakeat e oue goudeze meur a veach var an douar, ha bep tro e lamme atao var barlenn ar Zant. O velet an dra-ze e tivinaz petra c’houlenne ar c’had keaz. Lavaret a reaz da unan euz he vreudeur mont d’he c’has enn eur park bennag pell dioc’h an tiez. Great e oue ar pez a lavare, hag ar c’had, kaset di, a en em lakeaz da redet hag a jommaz eno.
Eun dervez edo Fransez o tremen dre eul louc’h a zo e kichenn kear Veniz. Eno, e kreiz ar broustaill, oa eur vandenn laboused hag a gane goalc’h ho c’haloun. « Selaouit-ta, va Breur, emez-han, d’an hini a ioa gant-han ; setu al laboused, hor breudeur, o kana meuleudiou an A. Doue. Eomp enn ho zouez, hag, a unan gant-ho, e kanimp pedennou an iliz. Al laboused ne rechont van ebed evit guelet anez-ho o tont enn ho zouez,