Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/113

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 105 —

hag a gendalc’haz da gana a bouez o fenn. Mez re a drouz a reant, hag an daou relijiuz n’oant ket evit lavaret ho fedennou er c’hiz m’oa red. Neuze ar Zant a lavaraz dez-ho : « Va breudeur laboused, ehanit da gana eur pennadik ma c’hellimp, va breur ha me, lavaret hor pedennou evel ma z’eo dleet deomp hen ober. » Ker buan al laboused a davaz. Goude m’oa achu he bedennou gant-han, e lavaraz d’al laboused: « Breman, kanit adarre meuleudiou an A. Doue. » Hag al laboused en em lakeaz da gana adarre kement ha ker brao, m’oa eun dudi ho c’hlevet.

E kouent Santez-Mari-an-Elez, e Porsionkul, oa eur vezenn fiez dirak lochenn St Fransez. Enn tu bennag var skourrou ar vezenn-ze oa deuet eur c’hrill ha ne ehane da gana. Ouc’h he c’hlevet, ar Zant en en gave douget da bedi muioc’h c’hoaz an A. Doue. Abalamour da-ze he galvaz eun dervez da zont d’he gaout Ar c’hrill a zentaz hag a deuaz d’en em lakaat var he zourn. Neuze e lavaraz dez-hi : « Grill, va c’hoar, diskouez deomp, d’am breudeur ha dime, peger brao e kanez, ha