Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/114

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 106 —

kan deomp a greiz kaloun meuleudiou an A. Doue. » Ker buan ar c’hrill en em lakeaz da gana, ha ne ehanaz da gana ken a lavaraz ar Zant dez-hi distrei var he guezenn. Chomm a reaz eno epad eiz dervez. Mont a dont a rea en eur gana ervez ma c’hourc’hemenne dez-hi ar Zant. A benn eiz dervez, Fransez a lavaraz d’he Vreudeur : « Avoalac’h a blujadur e deuz great deomp hor c’hoar, ar c’hrill. Eiz dervez a zo m’eman oc’h alia ac’hanomp da gana kantikou d’Hor Zalver. » Lavaret a reaz dez-hi ive-ta mont kuit ; ha goudeze ne oue klevet ken: aoun e doa, me gred da zizenti ouz ar Zant.

Fransez a ioa eat, pell dioc’h trouz ar bed, var menez Alvern, evit ober he goraiz. Kerkent a m’oue en em gavet eno, laboused a bep seurt a deue da nijal ha da c’hournijal enn dro d’he lochenn o kana, pep hini evel m’oa lakeat gand Doue da ober. An dra-ze a ioa evit diskouez dez-han ar blnjadur o doa al labousedigou-ze ouc’h he velet, hag ive evit hen alia da jomm atao eno. O velet kementse, e lavaraz d’he Vreudeur : « Guelet a ran e fell da Zoue e chomfemp pell