Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/115

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 107 —

aman, pa z’eo guir e ra hor breudeur laboused eun digemer ken dispar de-omp. » Epad m’edo ar Zant er gouent-se, eur falc’hun a reaz he neiz e toull unan euz ar mogerriou, hag a deuaz da veza eur mignoun braz dez-han. Bep noz, pa veze deuet an heur da zevel, da lava- ret ar pedennou, ar falc’hun a grie hag a rea trouz ken a viche dihunet ar Zant. Avechou e veze skuiz goude beza bet var ar meaz o prezek, neuze ar falc’hun a leze anez-han da gousket, ha n’hen dihune nemed da c’houlou-deiz. Ha ne ket Doue he unan eo en doa digaset di ar falc’hun-ze evit brasa mad Fransez ? Oh ! eo. Anat eo.

Eun dervez edo hor Zant o tremen dre eur bourk braz, hag ec’h en em lakeaz da zermoun var al leur-gear. Ar bobl a vodaz enn dro dez-han. Mez guennelied, ne oar den ped, a ioa var doennou an tiez a dro-var-dro, hag a richoune kement n’oat ket evit en em glevet gant an trouz a reant. Neuze ar Zant a droaz varzu enn-ho, hag a gomzaz out-ho evel hen : « Guennelied, va c’hoarezed avoalac’h oc’h euz glabouset evel-se: tavit eur pen-