nad, ha lezit ac’hanoun da gomz d’an dud-man euza Zoue hag euz he vadelez. » Raktal ar guennelied a davaz. Kerkent ha m’oue achuet he brezegen gand Fransez, ec’h en em lakechont adarre da richounat ker goaz, pe goasoc’h eged a ziagent.
Mez ne ket dre vurzudou great var loened mud epken en deuz diskouezet an A. Doue santelez Fransez. Eun dervez e teuaz ar Breudeur da lavaret dez-han oa enn hospital eun den lor ha ne rea nemed lavaret a bep seurt traou divalo dez-ho. Zoken e skoe gant-ho pa dosteant out-han. Toui ha sakreal a rea ken a dregerne an ti gant-han. N’oa ket avoalac’h kementse, ne gave komz louz avoalac’h ebed da lavaret divar benn Hor Zalver hag he vamm ar Verc’hez Vari. Ar Breudeur o diviche gouzanvet ep en em glemm he daoliou ; mez ar pec’hejou all a laoske a rea re a boan dez-ho. Setu perak e teuchent da gaout an Tad. Fransez a ieaz da gaout an den lor, a roaz dez-han he vennoz, hag a gomzaz out-han gand dousder en eur lavaret e tlie plega d’ar pez a felle da Zoue. Poan gollet. Neuze e z’eaz, evel dre guz, enn eur