c’hougn euz ar gampr. Eno ec’h en em strinkaz d’an daoulin hag e vouelaz dourek en eur bedi Doue. Goudeze e teuaz da gaout an den lor, hag e lavaraz dez-han : « Mad, va breur paour, petra c’helfemm-me da ober hag a rafe plujadur d’eoc’h ? — « Me fell dign, eme an den a klan divergont, e voalfac’h va c’horf penn-da-benn, rak n’ounn ket evit hen ober va unan : donjer em euz ouzign, re a c’houez-fall a zo gan-en ; mez me a a fell dign her rafac’h, c’houi. »
Fransez, ep lavaret ger, a lakeaz tomma dour en eur deuler enn-han eun dournad louzeier c’houez-mad. Lammet a reaz he zillad digant an den lor, ha raktal ec’h en em lakeaz, a greiz he galoun, da voalc’hi he c’houliou euguz. Oh ! tra burzuduz ! E kement leac’h ma lakea Fransez he zourn santel, al lorgnez a iea kuit, hag, enn he leac’h, e teue eur c’hroc’henn iac’h ha flamm.
Ar guel a gement-man a skoaz eun taol pounner var galoun an den klan. Goude lorgnez he gorf e kouezaz ive lorgnez he ene. Daelou puill a zivere euz he zaoulagad, deuet oa enn-han he-unan,
7