Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/118

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 110 —

distroet oa divar an hent fall. En em strinka a reaz d’an daoulin da drugarekaat an A. Doue, ha da c’houlenn digant-han pardoun euz he bec’hejou Doue a zelaouaz he bedenn. Tremen a reaz er gouent eur blavez bennag oc’h ober pinijenn, hag o c’houlenn trugarez ouz Doue. Mervel a reaz evel eur Zant, en eur boket d’he grusifi. Doue, evel p’en diviche c’hoant da baea ar Zant euz ar pez en doa great, a reaz ma velaz ene ar paour lor o vont d’ar Baradoz e touez an Elez hag ar Zent.

An traou burzuduz-se, emaoun o paouez kounta d’eoc’h, ha ne ziskouezont ket anat e teue Fransez a berz Doue ?

Ar Breudeur bian a brezege, eur pennad a ioa, dre bevar c’horn an Itali. Fransez a felle dez-han breman mont pelloc’h. Da vro Sao-Heol e ranke mont he unan, a lavare, da brezek an Aviel d’an dud divadez. Kaout a rea dez-han ive, ar pez a ioa he vrasa c’hoant, en diviche gellet dre eno skuilla he c’hoad evit J.-K. Mez ne gave ket mad mont keit-se ep goulenn kuzul digant H. T. S. ar Pap. Hag en varzu Roum. En eur dremen dre gear