Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/119

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 111 —

Bevagna, ec’h en em lakeaz da brezek var ar garantez a dleomp kaout evit Doue gand kement a nerz ma teuaz eur vandenn bec’herrien da zistrei divar an hent fall : lod euz anez-ho zoken a felle dez-ho mont enn he Urz da ober pinijenn. Goude ar zermoun e oue digaset dez-han eur plac’h iaouank hag a ioa dallez. Her pedi a rejor da rei dez-hi ar gueled. Fransez, goude beza teir gueach glepied he viz var de deod, ha frotet gant-han teir gueach daoulagad ar glanvourez, en eur lavaret hano an tri fersoun euz an Dreindet, he rentaz pare.

Dre ar burzud-se, ar Zant a velaz sklear edo an A. Doue a du gant-han, hag e z’eaz dioc’htu var eeun da Roum, ep dale e nebleac’h. Ar Pap Innosant III hen digemeraz gand eur joa vraz, en eur veuli Doue, da veza, e ker berr amzer, kresket an niver euz he vugale a rea kement a vad enn Itali, hag a aotreaz gant-han mont da vro Sao-Heol da brezek an Aviel d’an Durked divadez.

Epad m’edo enn dro-man e Roum eo e reaz anaoudegez gant an intanvez santel, hanvet Jaketta Settisoli, emeuz komzet