anez-hi d’eoc’h dija, hag e komzign c’hoaz. E ti houman eo e loje ar Zant hag he Vreudeur bep tro ma z’eant da Roum.
Fransez a zistroaz buanna ma c’helle da gouent Stez-Mari : mall braz en doa da vont da vro an Durked. Lakaat a reaz Per Katan da ren ar gouent hag ar Breudeur all epad ma viche er broiou a bell, ha dioc’h-tu, eur Breur epken gant-han, e z’eaz d’eur porz-mor da glask eul lestr hag a iache d’ar broiou-ze. Nebeut derveziou goude m’ec’hen em gavaz unan : hag en ebarz. Mez, e fesoun, n’oa ket deuet c’hoaz evit-han ar poent da vont er broiou-ze, rak pense a reaz, ha taolet e oue var douarou a zo breman d’an Autrich. Ne jommaz eno nemed nebeuta ma c’hellaz. Kenta lestr a gavaz e savaz enn-han adarre evit distrei d’an Itali. E kear Ankon e touaraz.
A veac’h digouezet var douar an Itali mac’h en em lakeaz da brezek ker goaz ha biskoaz. E kear San-Severino oa eur skrivanier euz ar re vrudetta. Ervez ar gont a reor e troe he skridou ker brao ha ker brao ma oue leshanvet Roue ar bluen. An Impalaer Frederik II en doa roet