Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/121

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 113 —

dez-han eur gurunenn aour abalamour ma renke ker brao kement tra a skrive. Enn eur ger, n’oa ken kaoz er vro nemed anez-han hag euz ar pez a skrive. Mad, mont a reaz, evel kals ar re all da zelaou ar Zant a komze enn dervez-se euz a eun Doue maro var ar groaz dre garantez evidomp. Gounezet he oue he galoun ; dont a reaz da c’houlenn digant Fransez beza digemeret gant-han, ha beva betek he varo, oc’h ober pinijenn, a zindan guiskamant groz ha rust ar Breudeur-bian. Fransez hen digemeraz. Eur spered eaz-kenan a zen oa : kement tra a reat a blije dez-han ; jamez n’en em glemme nag euz a zen, nag euz a netra. Setu perak ar Zant a hanvaz anez-han ar breur Pasific, e brezounek, Den a beoc’h.

N’eo anavezet breman nemed a zindan an hano-ze ; he hano epad m’edo er bed, evit-han da veza brudet, ne ket deuet betek ennomp.

Hano ar relijiuz o zo chommet, hano den ar bed a zo eat e moged. Ha c’hoaz e tilezor Doue evit klask enoriou ar bed-man !

E miz here, 1212, distro d’ar gouent