Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/122

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 114 —

Stez-Mari, ec’h en em lakeaz adarre e penn e Urz evit sturia he genvreudeur. Eno e kavaz he Vreudeur koz, ha kals a dud iaouank deuet da c’houlenn beza digemeret gant-han evit beva ervez ar reolenn en doa great.

Nebeut amzer goude m’oa distroet, ec’h en em gavaz, e Stez-Mari, ha gant-han eur Breur-bian, eun den iaouank euz al Lombardi. Heman a deue d’ar gouent, enn dro dez-han kals kamaraded, kerent ha zoken fors mevellien. Ar Zant, souezet o klevet kement a drouz e tal dor ar gouent, a ieaz da c’houzout petra a ioa a nevez.

— Va Zad, eme ar Relijiuz m’oa deuet gant-han, heman an den iaouank-man a zo desket kenan; pinvidik eo hag euz a dud a renk huel a gear Milan eo ive. Goulenn a ra beva ervez ar reolenn oc’h euz great.

— Heman an den iouank-man, eme ar Zant, en eur vousc’hoarzin, ne ket great evit beva enn hon Urz-ni. Re a fouge a zo enn-han re e kar al lorc’h. Guelit kement all a dud deuet gant-han da eun ti ker paour hag hon-hini-ni ! An